Estreget e Bro-Vigouden zo bet graet tagoù a-enep an douristed an hañv-mañ ha, dreist-holl, a-enep ar barizianed. E Saint-Suliac (Bro Sant-Maloù) war bord ar Renk zo bet taget « Saint-Su aux Suliaçais », « Saint-Su perd son âme », « Bobos dehors » pe « Parigots têtes de veaux » derc’hent-dec’h.
Evel just, an dilennidi o deus savet o mouezh hag ar c’huzul-kêr en deus galvet an dud da « vevañ asambles » ha da nompas « diarbenniñ an nesañ ».
Ya met… Saint-Suliac a zo e Breizh atav ? (hep c’hoari ger). Ur gêriadenn gaer-meurbet eo Saint-Suliac ha 43,4% eus an annezidi a zo war o leve. Tud pinvidik dreist-holl he ne soñj ket din eo Breizhiz anezhe, tud eus Paris ne lavaran ket.
Ar memes tra eo e Ar Baol, Saint-Briac (nepell eus Saint-Suliac), Aradon, Lokmaria-Kaer, Benodet, Pornig, An Drinded-Karnag, Pléneuf-Val André, Karanteg, … ha war an inizi ? War Enizenac’h ez eus 73% a eil-tier da skouer, hag ur bern anezhe a zo perc’hennet gant Parizianed, pe hanter-barizianed.
N’hall ket ar c’huzulioù-kêr hag ar bolitikourien kemer se evel mann ebet. Ur gwir gudenn a zo e Breizh evel e Venise pe e Barcelone pe e Bro-Euskadi. Hag emañ ar gudenn-mañ o kudenniñ muioc’h-mui a vloaz da vloaz. Penaos e c’hell ar bolitikourien klevet amañ hag ahont e vo eus Breizh ur « repu klimatek » hep ober mann. Un diouer a lojamantoù a zo dija e Breizh ha, peogwir eo hor bro un vro gaer hag aotentik e vo ret deomp degemer an holl re a zo re domm dezhe ? Allo allo ?
E Breizh, hon eus ur seurt kastiz pevardoupl : an estrañjourion e bannlev ar c’hêrioù bras, an estrañjourion war ar maez sachet gant an agroboued, ar barizianed hag ar retreted pinvidik war an aod ha, bremañ, « ar repuidi klimatek » !
Ha petra c’hoazh ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.