D’ar sadorn 10 a viz mae o deus manifestet ur mil a emsaverien e Paris, evit enoriñ memor Sébastien Deyzieu, marvet d’an 09 a viz mae 1994 goude ur vanifestadeg a-enep an impalariezh amerikan.
Abaoe disadorn emañ an tu-kleiz e strabouilh. Hag ar gaochisted da bostañ war ar rouedadoù sokial skeudennoù ar vanifestadeg. Tud kigennek, tud renket mat, gwisket mat, tud en o reizh ha tud ha n’o deus drailhet netra. Ken disheñvel diouzh ur vanifestadeg c’haochist me lar’ deoc’h !
Amzer zo bet e oa evel-se ar manifestadegoù eus an tu-kleiz ivez. Pa oa en e uhelañ ar PCF. Pa oa ar PCF strollad al labourerien ha pa « talc’he » ar straedoù. Disiplin a oa e manifestadegoù ar PCF gwechall, hag al labourerien a gemere perzh enne ne oa ket choched anezhe.
Abaoe disadorn tremenet emañ ar gaochisted o reklem e vefe berzet seurt manifestadeg gant ar prefed. Diwar peseurt abeg ? N’o doa ket drailhet netra evel ‘m eus lavaret uheloc’h. N’o doa ket huchet luganioù a-enep ar polis (kouezhet e oa Sébastien Deyziou diwar un touenn kar e oa ar polis war e lec’h) pe a-enep strollad-mañ-strollad, den-mañ-den. N’o doa ket kerzhet o vantañ skritelloù treset warne ur pemoc’h o fouzañ Marine Le Pen.
War ar c’hazetennoù mainstream e lenner « o doa manifestet gant simbolioù a zegase koun eus « an ikonografiezh nazi ». Peseurt ikonografiezh ? Hini ar morzhol hag ar falz hag a zo simbolioù eus 100 000 milion a dud lazhet abalamour d’ar c’homunism ? Disadorn tremenet e Paris n’am eus gwelet swastika ha sin « SS » ebet !
Hag en Emsav ? Pet a emsaverien a vez oc’h en em pitouchañ o welet ar manifestadegoù republikan en Ulster ? Manifestadegoù urzhiet mat amañ ivez, gant tud o lifreoù dam-soudarded. N’eo ket manifestadegoù an Emsav anat, gant ar bannieloù LGBT hag ar zoo da heul. « Festimanifoù » a vez lavaret bremañ, keta ? Ur gwir veurlarjez pa lavarin mat ! Bewech e vez manifestet gant an Emsav em bez ar santimant da vezañ e Douarnenez da vare ar Grasoù… D’ar 17 a viz mae e vo manifestet gant woked an Emsav e Roazhon hag e vo c’hoazh ar memes zoo…
Er c’hontrol, d’an 10 a viz mae em eus gwelet ur vanifestadeg e Paris ha ne oa ket ur gay-pride bennak. Ur vanifestadeg ma oa asambles an urzh hag an nerzh.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine
3 réponses à “Manifestadeg 9M : an urzh hag an nerzh”
N’eus truez ebet da gaout evit Parizianed dic’houest da zistripañ galianeg o hendadoù. Tud dizenor n’int ken, evel ar peurrest eus ar C’hallaoued.
Piou eo John Maddox? Ha tost d’ar Michigan gouest int da skrivañ e brezhoneg? Mat eo evit ar blanedenn!
Hervez kont e oa estrenien all a bep seurt er vanif-se : Italianed zoken, deuet da zegas muioc’h a c’hwezh kreizdouarel da Bariz.