D’ar merc’her 25 a viz even e voe tapet ul laer e kreiz-kêr Vitré (« Gwitreg » hervez an Ofis met n’eo ket un anv hengounel).
Tro 8e beure e voe galvet ar polis-kêr gant ur vaouez. Hervezi e oa un den o skeiñ ouzh dor he zi. Peuzgoude e tegouezhas polisioù-kêr. Gwelet a rejont ur c’honsol c’hoarioù video hag ur skramm urziataer e leur ar savadur. Ur c’houplad a c’halvas anezho hag e lavaras dezho e oant o paouez bezañ tec’het kuit ul laer tapet o weladenniñ o zi.
Hag o komz gant an amezeien all e komprenas ar boliserien en doa gweladennet meur a zi a-raok hemañ.
Tri eus ar pevar foliser a glaskas al laer er straed e-barzh o oto ha 20m pelloc’h e welljont an den o tistreiñ, trankil ! Tapet e voe gant ar boliserien. Dindan boeson ha dramm e oa, ur vouc’hal gantañ.
E penn kentañ e oa sioul gant ar boliserien met buan e troas feuls. Betek gloazañ ur poliser ha kunujenniñ ha gourdrouziñ anezho eus seizh poan an ifern. Mesket e oa e spered, forzh penaos.
A-benn ar fin e voe kaset d’ar bidouf da c’hortoz ar barner. Anavezet mat eo gant an archerien hag ar boliserien evit mil torfed warn-ugent. N’eo ket eus ar vro.
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine