12 baretenn kanab, setu ar pezh a zo bet kavet gant poliserien Kemper d’ar 6 a viz du goude bezañ tapet un den a 20 vloaz e-kichen kreizenn ar Pevar Avel e KerMoysan (Kemper). Kondaonet e oa bet an den-mañ dija ha n’en doa ket droad pourmen e galite e Kemper. Ouzhpenn-se pa erruas ar boliserien davetañ e klevjont c’hwezh ar c’hanab gantañ. O vutuniñ e oa hag o tilañ anat. Kaer o deus bet ar c’hargidi furchatañ en e zilhad ne kavjont mann. Met kompren a rejont e oa kuzhet an « danvez » en ul lec’h isipisal : ar c’haleson !
Prezantet d’ar barner antronoz e voe kondaonet an istrogell e vragoù leun da 8 mizvezh a doullbac’h ha kaset diouzhtu d’ar bidouf.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine