Kemper : Termajied dirak ar barner evit tennoù fuzuilh

Publicité

Pemp bloaz zo eo arruet an afer-mañ. Ha setu ar skipailh en deus fardet war tachenn an dermajied eus ar Gwelen Bihan, e Kemper, an noz-hont, dirak ar barner.

Fachiri a oa etre un termaji eus Kemper hag ur meuriad all eus Gwened. Trouz a oa bet etreze e-pad un eured e 2018. Unan a oa bet skoet gant egile. Daou vloaz war-lerc’h, hag ar Gwenediz, tomm o fri, setu int da lakaat en o fenn da vont da Gemper evit klask penn gant an den. Seurt afer ar familh Lopez, met e Breizh ar wech-mañ. « Ma ‘yomp eno e vo servijet eñ ! »

Ha setu ur paotr en e 40 vloaz hag e niz, kalz yaouankoc’h da gemer penn an hent e kreiz an noz. Puñsiet o deus kalz met gallout a reont bleniañ memestra. Ur wech degouezhet e Kemper, an hini yaouankañ, divezvet marteze, a cheñch mennozh. Ne bonfon ket ken aze.

Ne vern ! Ar eontr az aio betek penn eñ. Arruet er c’hamp e tok ouzh ar garavanenn, ur fuzuilh en daouarn. Digeriñ a ra an nor hag ar paotr a oa e-barzh o krial. Souezhet, ar gwenedour a denn warnañ gant e fuzuilh. Daou denn. Trema divhar e enebour. Setu eñ gloazet. Mont a ra kuit an tennour.

Dirak ar barner n’eo ket ken foeñvour. E Garonne-Uhel emañ o chom bremañ. Mennegoù a zo war e roll lez-varn evel just, unan anezhe evit « gwallerezh » memestra, met n’eo ket ken hir-se. « Cheñchet en deus » emezañ. A-benn ar fin e vo kondaonet d’ur bloavezh toull-bac’h hag a dremeno en e garavanenn gant un dro-vrec’h elektronek. An niz, eus e du, a bak 12 mizvezh, 10 anezhe gant goursez.

Kriz eo bet ar justis ar wech-mañ en ur mod, e departamantoù all o defe bet ur vedalenn !

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Gwened : sinet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » get ur gevredigezh studierion

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : dramm hag arc’hant seziset gant ar polis

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, VANNES

Achu get Babigoù Breizh ‘ba Gwened

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Un dreuzhenn kerzourien LGBT e Kemper

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, VANNES

Gwened : é tec’hin ag H&M get 135€ a zilhad, ur vongolianez serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ha skarzhet e vo karavanennoù ar Piano’cktail e Kervegon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Local, QUIMPER

Kemper : ur skritell evit ur fest-deiz gant… arabeg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Trafikiñ dramm dismantret ‘b’ar Morbihan : ur filierenn albanad ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, VANNES

D’ar 16/01 tolpad get Roger Faligot ‘ba Gwened a-zivout François Villon

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.