« Brec’hagnadur rediet ar merc’hed eus Groenland », setu tem an diskouezadeg foto anvet « Spiralkampagnen » a zo en UBO Brest er mare-mañ ha betek an 28 a viz du.
D’ar meurzh 25 a viz du, deiz etrebroadel a-enep ar feulster ouzh ar merc’hed, e teuio ar boltrederez Juliette Pavy d’ober ur brezegenn en anfi Yves Moraud. An tem : « atersiñ ar vemor trevadennel hag ar feulster ouzh ar merc’hed henvroad », evel just. Ha betek ar 5 a viz kerzu e vo abadennoù war ar sujed-mañ en UBO.
Mat ! Met…
Ha komzet e vo eus ar feulster a-enep ar merc’hed a zo bremañ, bemdez, e broioù ha sevenadurioù zo pe get ? ha komzet e vo eus ar feulster ouzh ar merc’hed e Breizh, e Brest da skouer, hag a weler e straedoù eus « kartcherioù » zo ? Pe e vo lakaet, evel boas, un doare den (gwenn, eus broioù ar c’hôrnog) hepken en dalc’h ?
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine