Ar Bavier a c’houlenn e vefe lakaet 3 yezh ouzhpenn e-barzh roll ar yezhoù gwarezet gant karta Europa ar yezhoù minorelaet ha rannvroel

Un nebeut mizioù zo e oa bet lakaet ur petision en-linenn gant Förderverein Bairische Sprache und Dialekte (ar gevredigezh evit ma vefe kaset war-raok ar yezhoù hag ar rannyezhoù eus Bavier) evit ma vefe anavezet ha gwarezet ar baviereg, anvet gant ar gevredigezh « alamaneg standard kozh » (en alamaneg : Südhochdeutsch).

Ouzhpenn d’ar baviereg e c’houlenn ar gevredigezh e vefe lakaet e roll ar yezhoù rannvroel pe minorelaet gwarezet gant Bro-Alamagn ar Frañseg, komzet ivez en Elzas ha Mozel, hag an Alemaneg, komzet en div rannvro-se ivez.

Adskignet eo bet ar petision-mañ gant Land ar Bavier hag e ouarnamant emren hag a zo ar CSU (mirourion) e penn anezhañ. Ha goulennet gantañ ez-ofisiel da vBerlin e vefe lakaet an teir yezh-se e roll ar yezhoù anavezet ha gwarezet gant ar Stad.

Betek-henn el listenn-mañ e oa ar frizeg komzet er Schleswig-Holstein, ar souabe, er reter, ar plaat (komzet e Loren ivez) hag ar romani, yezh an Dermajied.

Illustration : CSU Landtag
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Ar Bavier a c’houlenn e vefe lakaet 3 yezh ouzhpenn e-barzh roll ar yezhoù gwarezet gant karta Europa ar yezhoù minorelaet ha rannvroel”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Mat tre bremañ end eeun ur petision evit brezhoneg war mod Bro vigouden! Frikern e lerc’h fri melen, barmaik e lec’h bremaik, ema meur a-wech e lec’h bezañ/on ha kement a troioù all! N’ e’ ket gwir?

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

International

Immigration. Angela Merkel au plus bas dans les sondages depuis 12 ans

Découvrir l'article

International

Allemagne. Contre l’AfD, un guide de voyage antifa pour émeutiers ! [Vidéo]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.