Sant-Segal : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » gant un davarn !

E norzh Bro-Gerne emañ Sant-Segal, nepell eus Kastellin. D’ar c’hentañ a viz gouere zo bet digoret un davarn nevez (e plas « Le Rapide ») gant un anv brezhonek : an Amzer Zo an hini eo. Dija ne oa ket fall met fellout a ra d’an davarnourion mont pelloc’h evit hor yezh. Ha setu perak eo bet sinet gant ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » d’an 19 a viz kerzu. Talwyn Baudu an hini eo a zo deuet da sinañ an emglev e anv an Ofis.

Eric Le Lan ha Céline Pinelli eo ar c’houblad en deus adprenet an davarn. Hag abaoe ar penn kentañ emañ ar brezhoneg ha sevenedur Breizh e kreiz o raktres. Gante e vez aozet sesionoù muzik Breizh, sonadegoù, fest-deizioù, abadennoù c’hoariva, endervezhiadoù c’hoarioù stroll hag all. Ha bez ez eus gerioù e brezhoneg war an holl skritelloù a skignont war ar rouedadoù sokial. Un dra naturel e oa evite da lakaat o sinoù war ar garta kar ur brezhoneger anavezet mat eo Eric Le Lan eus Brest (gouzout a ra brezhoneg e wreg ivez). Paotr an tu-kleiz pellañ siwazh, Gant ma ne vo ket re wok an « Amzer zo », domaj vefe rak simpatik-tre eo al lec’h ha mat ar bier ennañ !

Crédit photo : DR

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.