D’al lun 19 a viz genver zo bet kondaonet ur C’homorian gant lez-varn Sant-Nazer. An deiz a-raok, tro 6e mintin, e oa bet galvet ar boliserien da zont straed Alphonse-Daudet e Sant-Nazer. Huchadennoù, taolioù, pa tegouezhas ar boliserien er ranndi e komprenjont buan e oa bet skoet gant ur vaouez. Mezv-dall e oa he gwaz (1,53gr), ur C’homorian a 25 bloaz. Ne oa ket ar wech kentañ e skoe gant e zousig siwazh. Sachet en doa anezhi dre ar blev ivez.
Prezantet d’ar barner kerkent e voe kondaonet an estrañjour da 16 mizvezh a doull-bac’h. Ha n’en do ket droad na da vont e darempred gant ar vaouez na da zont e Sant-Nazer e-pad 3 bloavezh. N’eo ket bet lakaet dindan OQTF avat. Perak ? Un torfedour eo evelkent ! Hag ur « c’hreunenn aour » eo evit Breizh eñ ivez ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
3 réponses à “Sant-Nazer : ar C’homorian kondaonet evit bezañ skoet gant e wreg”
Pa gouezho hor c’hevredigezh en he foull e vo diaes dimp en em zifenn ouzh hon « amezeien »…
Maez! N’eus ket plas ‘n or vro evit seurt chandilhon nemet ur c’hordenn n’ul lerc’h anavezet hag Ar Justisoù ‘vit bet krouget… Justis aotrouniezhel!
Ah vous aimez bien les faits divers à Breizh info, surtout quand ils visent des étrangers, comme si les Français étaient totalement irréprochables… Mais au même moment, des centaines de Français battent aussi leurs femmes ou leurs sœurs, et une femme meurt chaque jour (battue par son compagnon « bien français »). Vous en parlerez un jour svp ?? Merci.