
C’hoarioù Olimpek Paris : Ankiniz (44) a roio degemer da zileuriadurioù
“Douar C’hoarioù 2014” e oa bet labelaet Ankiniz-Sant-Gerent, e reter pellañ Bro-Naoned. Alese he doa lakaet ar gumun hec’h anv evit reiñ degemer da zileuriadurioù olimpek ha paralimpek. Roet en deus an aozadur e asant evit daou sport : an atletism hag an triatlon. War a seblant ez eus, e kêr Ankiniz, aveadurioù a-zoare evit ma c’hellfe ar sportourien gourdonañ