Sant-Alvan (22) : un evn marvet diwar grip an evned, an holl loened-pluñv kenfinet tro-dro
Goude an dud setu tro al loened-pluñv da vezañ kenfinet e norzh Aodoù an Arvor, tro-dro Sant-Alvan e bro Penterv. Kavet ez eus bet un evn marvet diwar grip al loened H5 ar sizhun-mañ. Diouzhtu-dak eo bet sonet ar c’hloc’h evit ma vefe kenfinet an holl loened-porzh er c’humunioù tro-dro. Abaoe bloavezhioù e rank al labourerion-douar stourm ouzh div epidemiezh