
Ankiniz (44) : an Trummadoù serret e-pad an noz a-hed miz du
Serret e vo Trummadoù ospital Ankiniz adarre. Goude bezañ bet serret e-pad miz etre miz gouere ha miz eost e vint serret en noz a-hed miz du. Abalamour d’an diouer a vedisined hag ar glañdiourion, ur wech ouzhpenn. Hervez ar renerez, bep noz, e vank an hanter eus ar c’hoskor er mare-mañ ! Arabat kouezhel klañv e miz du, neuze