
Afrika-ar-su : Jacob Zuma war hent an toull-bac’h adarre, ar vro en aon
Nerzhioù surentez Afrika-ar-Su a zo war evezh : nullet eo bet frankiz amplegadet ar prezidant kozh Jacob Zuma d’ar yaou 16 a viz kerzu ! Goude daou viz o straniñ en toull-bac’h e oa bet laosket da vont e penn kentañ miz gwengolo rak klañv-ki e oa (sañset). A-benn ar fin e tivizas al lez-varn meur e oa gwelloc’h e