Bro-Skos : Embannet eo bet an danvez-lezenn war an eil referendom

Publicité

Embannet eo bet d’al lun 23/03 an danvez-lezenn war an eil referendom war an dizalc’hiezh gant ar gouarnamant emren eus Bro-Skos. Hag evel e 2014 e vo goulennet gant skosiz « hag e tle Bro-Skos bezañ ur vro dizalc’h pe get ? » D’ar 6 a viz mae e vo ar votadegoù kannad e Bro-Skos, neuze eo gant ar muianiver nevez e vo embann deiz ar referendom. Emañ an SNP e spi da vezañ trec’h ha da gaout ur muaniver frank evit kas e raktres da benn.

E-barzh an danvez-lezenn ez eus anv da reiñ ar gwir da votiñ d’ar re yaouank tapet o 16 vloaz gante ha d’an estrañjourion a c’hell votiñ evit ar votadegoù kêr dija.

Evit poent e nac’h Boris Johnson reiñ e aotre d’ar referendom-mañ. Marc’hataet e oa bet an hini kentañ etre Alex Salmond ha David Cameron ha 55,3% a skosiz ha votas evit an « No » a-benn ar fin. 7 vloaz war-lerc’h n’eo ket memes kont avat, goude ar Brexit e fell kentoc’h da skosiz bezañ dizalc’h ha distreiñ e-barzh ar Gumuniezh Europa. Ha gouzout a ra kement-mañ louarn fin an 10 Downing Street…

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2020, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.