40 repuad o kampiñ e Roazhon

immigration

Partiet eo ! 40 repuad o deus savet ur seurt kêriadenn a deltennoù e park an Hautes-Ourmes e Roazhon d’ar meurzh 13 a viz gouere. E karter ar Poterie emañ ar park-se. An darn vrasañ eus ar repuidi-se a oa dija o kampiñ un tamm e pep lec’h e Roazhon, bremañ emaint tolpet en ul lec’h, just e-kichen ar c’hoarioù evit ar vugale. Kosovariz, Jeorjiz hag Albaniz eo an darn vrasañ anezho. Dilun dremenet e oa bet skarzhet tud o skwatiñ ur savadur straed Vezin, kredapl ez aio an dud-se da sevel un deltenn all er gêriadenn nevez.

N’eo ket ur souezh ar geriadenn-se evit ar justis hag ar polis rak embannet e oa bet mui pe vui an ober war ar rouedadoù sokial pe war lec’hiennoù eus an tu kleiz-pellañ abaoe pell. Perak ‘ta n’eo ket bet suraet park an Hautes-Ourmes en a-raok ?

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2020, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

ARTICLES LIÉS

- Sécession la première parution de Yann Vallerie, rédacteur en chef de Breizh-info -

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ABONNEZ VOUS À NOTRE NEWSLETTER

Pas de pubs, pas de spams, juste du contenu de qualité !