Naoned : « Bevañ asambles » en tram

Publicité

Setu an « abadenn » a zo bet gwelet gant ul liseadez eus Naoned da bemp eur en tram, e kreiz-kêr Naoned. Ur gwir skouer eus ar « Bevañ Asambles » sakr a vez prezeget sul-ouel-ha-pemdez er mediaoù kalinanarz, neketa ?

10 a viz gwengolo : « E arsav ar 50 Ostaj e pignis en tram. A-daol-trumm e krogas ur paotr en e dregont vloaz da ganañ em c’hichen. Ha ne oa ket neuziet eus ar gwellañ ! Na barrek war ar c’han ! Aon em boa. Goude-se e krogas da c’hoari gant e zirenn, mod « sonadeg ». Oc’h hejañ anezhi. E kreiz an tram ! Komprenet ‘m eus diouzhtu e oa drammet net. Arruet en arsav all, ur gwaz a lavaras dezhañ da sioulaat peogwir e teue da vezañ torr-penn evit tout an dud. Ar paotr drammet a respontas dezhañ en ur meskaj saozneg-arabeg, ne gomprenas den ebet. Ne rae forzh eus ar pezh a lavare ar gwaz ha kenderc’hel a reas da ganañ ha da c’hoari gant e zirenn. Ha neuze, ar gwaz a glaskas teurel ur sell e-barzh sac’h ar paotr iskis, n’am eus ket gwelet mat perak met d’am meno e krede e oa drogach e-barzh. Ne laoskas ket ar paotr iskis hen ober ha kemer a reas ur vombezenn dic’hwezer ! Lakaat a reas tan enni ha neuze e klaskas lakaat tan e blev ar gwaz ! Ha trouz. Ne zeuas ket a-benn ar paotr drammet eus e daol met tomm eo bet d’ar gwaz !

Ne welis ket penaos e echuas an traoù rak ur paotr kosoc’h, ur studier d’am soñj, a welas em boa aon razañ ha sikour a reas ac’hanon da deurel kuit. Eüruzamant e oa amañ !

Illustrations : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

Publicité

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

A La Une, Santé

Où vit-on en meilleure santé en Bretagne ? Grandes villes et villes moyennes, le classement complet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

A La Une, Sociétal

Narbonne : 4 500 personnes pour Louis, et une presse qui préfère parler de « récupération »

Découvrir l'article

NANTES

Nantes : que fait Johanna Rolland (PS) ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

Politique, Sociétal, Société

Pourquoi attendre l’élection présidentielle fait le jeu des assassins de nos enfants

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

Sociétal

Quand la Fondation Jean-Jaurès tente de réconcilier « France des tours » et « France des bourgs » : l’angle mort ethnique

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.