
Brest : 200 labourer o deus diskroget diouzh al labour en Arsanailh
200 labourer o deus diskroget diouzh al labour d’ar mintin 14 a viz gwengolo. Reklem a reont e vefe anavezet evel tud ekspozet d’an asbest (amiant) ar re a labour evit Naval Group dindan emglev a-stroll. Bep bloaz ez a labourerien an Arsanailh d’an anaon, rouget m’emaint gant an asbest. Reklem a ra ar CGT e vefe marilhet al labourerien