Publicité

E Roazhon emaon. En ti-gar. O c’hortoz, e korn BreizhGo, evit cheñch ur gartenn dren. A-daol-trumm setu un estrañjour o tont. Dibaseal a ra tout an dud er steud. Mont a ra ouzh plac’h ar wiched. « Te peus ket roet bilhedoù mat me » a lavar din en ur galleg saot. Un istor bilhedoù war a seblant. Dichek eo ar paotr. A-benn ar fin e c’halv ar vaouez paotred ar surentez. « Te c’hell gervel surentez » eme an estrañjour « ne ran ket foutr ». En aner forzh penaos, ne teuio den ebet. « Ha sur out e ya en-dro ar bouton ? » a c’houlenn he c’henseurtez. Huchal a ra plac’h ar wiched « paouez, paouez, an dekved gwech eo. Paouez gant se, kit kuit ! N’hallan ket ober netra evidoc’h». E penn e elvaj emañ. Mont a ra kuit ar paotr a-benn ar fin, o huchal, o skañdalañ…

Mont a ran da welet ar vaouez. N’emañ ket en he bleud, anat. « Ne baouez ket, ne baouez ket » a lavar hi. Ur steudad a dud a zo o klevet ac’hanomp. Dre gomzoù goloet e lavar din sklaer n’eus ket nemet kudennoù gant an estrañjourion. Noz ha deiz en ti-gar diouzh ar pezh ‘m eus komprenet. En em gompren a reont mat gant an div implijiadez a zo dirazoun… Komzoù goloet evel just rak war-evezh emañ ar polis bolitik eus an tu kleiz… Ar re o deus dibabet da nompas gwelet ar pezh a welont. Dreist-holl en SNCF m’emañ kreñv ha galloudus ar sindikadoù… Deuet eo ti-gar Roazhon da vezañ un ifern evit ar re a labour ennañ. Re a estrañjourion. Re a felliezh… Ar Roazhon nevez, na petra ‘ta !

Mont a ran kuit eus an ti-gar. Begoù du a zo war al leurenn dirak… selloù du ganto ouzh ar re wenn… Betek pegoulz e c’hello derc’hel an traoù e-giz se ?

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

Local, Religion, RENNES, Société

Un nouveau vitrail pour l’église de Melesse (35)

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemper : ur manifesto (wok) evit sevenadur Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : ur petision a-enep an disurentez e kreiz-kêr

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Piv a faotañ dezhoñ sikour aveit skriviñ ur levr àr Ambon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : park Beauregard aloubet gant repuidi

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.