Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Bro-Gembre : Taos chomadenn ? Un diarbenn eus an tu-kleiz pellañ eme an Tories

War a seblant n’o deus ket komprenet an Torries emañ ar bed o cheñch : n’he deus ket mui c’hoant Bro-Gembre bezañ ur mirva a douristed ma c’hell ar saozon pinvidik prenañ pe feurmiñ tiez evel o deus c’hoant. Da skouer : Un taos chomadenn a zo sañset bezañ lakaet da dalvezout diwar an emglev sinet etre ar gouarnamant emren Labour ha broadelerien a Plaid Cymru. Hogen, n’eo ket unvan ar Senedd (ar breujoù) war an diarbenn-se. D’ar 26 a viz ebrel, en deus lavaret Tom Giffard, kannad mirour ar parlamant, e vefe an taos-se “un mennozh politikel eus an tu-kleiz pellañ kavet àr pajennoù kreiz ar Morning Star” (ur gazetenn pemdeziek komunour).

Hag eñ a gemer skouer war kêr Venise ma’z eus bet lakaet un taos chomadenn da dalvezout kuit da zegemer muioc’h a douristed. Hag a gouarnamant da respont dezhañ e oa taosioù chomadenn e holl vroioù Europa ar C’hornôg pe dost ha ganto e ve degaset forzh arc’hant da dud ar vro. Fin evel ul louarn, Mabon ap Gwynfor eus ar Plaid Cymru a ouzhpennas e oa taosioù chomadenn dija er Rouantelezh-Unanet :  er c’huzulioù lec’hiel m’emañ an Tories e penn anezho, evel hini enez Wight !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International

Bangor (Bro Gembre) : miliadoù a dud evit an dizalc’hiezh !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Bro-Gembre : ur stourm evit ar vro [videoig]

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

+300% a daosioù ouzhpenn evit an eil-tiez e Bro-Gembre

Découvrir l'article

International

Bro-Gembre : Kêr Newport a venn ober eus ar c’hembraeg ur “yezh evit an holl”

Découvrir l'article

International, Sociétal, Société

Pays de Galles : Adam Price le leader homosexuel du Plaid Cymru, “père” pour la deuxième fois

Découvrir l'article

International

Pays de Galles. Le Plaid Cymru lance « vote for Wales » et promet un référendum sur l’indépendance, des droits pour les migrants, et la promotion des LGBTQ+

Découvrir l'article

A La Une, International

Pays de Galles. Le Plaid Cymru s’engage à organiser un référendum sur l’indépendance d’ici 2026

Découvrir l'article

International

Pays de Galles. Le Plaid Cymru appelle à l’alliance avec le SNP (Écosse) pour briser le Royaume-Uni

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky