Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Nouméa : un delwenn evit ar peoc’h etre ar c’humuniezhoù

Igoret eo bet delwenn Nouméa disul dremenet e Kaledonia-Nevez.

Kizellet eo bet an daou wazh a sinas emglev Matignon d’ar 26 a viz even 1988 o stardañ an dorn an eil d’egile : Jacques Lafleur (RPCR) evit al lealourien hag Jean-Marie Tjibaou, penn-bras an FLNKS anezhañ evit an dizalc’herien. A-drugarez d’an emglev-se e voe paouezet gant an armoù e Kaledonia-Nevez ha digoret ur prosesus peoc’h hag a badas 25 vloaz.

Allas, abalamour da itrikoù Macron hag a nac’has pellaat ar referendom diwezhañ (tra ma oa kanakiz e kuñv abalabour d’ar C’hovid) ez eus dañjer e tarzfe ar brezelig en-dro etre ar c’humuniezhoù lealour ha dizalc’hour (kannakiz evit an darn vrasañ anezho) en tiriad-se.

Crédit photo : Kont twitter JJ Urvoas

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Kaledonia-Nevez : an dizalc’hourien o deus roet o dilez d’ar gouarnamant emren

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky