Kaledonia-Nevez : un esper evit an holl bobloù hep stad eus Stad Gall

Publicité

Ha kavet zo bet un diskoulm e Kaledonia-Nevez goude an enkadenn ganet diwar an tri referendom kollet evit ar vroadelourien kanak ? Da c’hortoz respontoù ar strolladoù kanak avat, kar meur a hini a zo hag e 1989 gant muntr Jean-Marie Tjibaou e welas ar re a oa fiziañs e prosesus Matignon ne oa ket a-unan ar batrioted kanak. Paotred ar penn-pellañ a zo e Kanaky ha ne ouzer ket petra e vo o respont goude sinadur emglev Bougival.

Da gentañ-holl ez eus peadra da vezañ souezhet gant Manuel Valls. Hag-eñ jakobinour e Bro-C’hall hag e Katalonia e c’heller lavaret eo bet e dreid war an douar e Kaledonia. Kompren a reas buan ne oa ket moaien bezañ reut, mod Trede Republik, dirak reklemoù ar C’hanak ha dirak an traoù evel m’emaint er « C’hailh » : da lavaret eo, n’eo ket sujidi gall ul lodenn vras eus Kanakiz, sujidi o fennoù bras kustumel ne lavaran ket. E Kaledonia-Nevez, er-maez eus Noumea, n’emaer ket e Bro-C’hall, arabat en em douellañ diwar savboentoù jakobin. Da lavaret gwir, memes an RN a zo aet war-raok war ar poent-se (ha c’hoazh). Biskoazh !

Setu, ma’z a an traoù betek penn (kar skoilhoù lezennadurel a zo c’hoazh) e vo « digorniet » evit gwir ar sitadel jakobin e Bro-C’hall ! Moaien zo da gaout « ur vro e-barzh ar vro » hag ur « geodedelezh e-barzh ar geodedelezh » bremañ. Hama paotred ! Ha perak ket ur « bobl e-barzh ar bobl » a lavaro Korsiz marteze ? Hag int kaset da sutal e 1991 pa voe nullet ar mennad « Pobl Korsad, lodenn eus ar Bobl Gall » gant ar C’huzul Bonreizhel, bremañ eo poent adlañsañ an traoù marteze…

A-benn ar fin, gant ar C’haledonia-Nevez, setu savet ur seurt « Commonwealth » mod gall. Pa soñjer ez eus bet eus ar c’hommonwealth gall-se dija da vare… Charles de Gaulle ! Sellit mat ouzh poltredoù ar General a zo e pep ti-kêr : dindan e foto emañ skrivet « Président de la République Française et Président de la Communauté ». Krouet e 1958 gant ar stadoù afrikan nevez-dizalc’het ennañ e vo dismantret kerkent ha 1960 pa’z eas kuit an holl anezhe, an eil war-lerc’h egile…

Ur « Gumuniezh Gall » a zo bremañ neuze. Enni tiriadoù disheñvel-krenn o stadudoù. Hag e c’hello Breizh kaout he statud dezhi un deiz bennak hep ober reuz gant-se ? Perak ket ? Setu « digoret dor an ijin » evel a lavarer…

Digorniet eo bet ar sitadenn ha setu un esper evit holl bobloù hep stad eus Bro-C’hall bepred !

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Kaledonia-Nevez : un esper evit an holl bobloù hep stad eus Stad Gall”

  1. Raymond Neveu dit :

    PELEC’H MA VA ZENTIMENT???

  2. Ar Vran dit :

    Huñvreal a ran e fin ar jakobinegezh e Frañs, marteze eo ur sin eus an traoù da zont ?

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Local, NANTES, Politique

A Nantes, les premiers pas « queero-branchouilles » des élus UDB

Rugby, Sport, VANNES

Top 14. Le RC Vannes lance sa saison à Castres avec l’ossature des champions de Pro D2

SOS Méditerranée

A La Une, Politique

Loire-Atlantique : 50 000 € du Département à SOS Méditerranée, le RN dépose un recours devant le tribunal administratif

Politique

France Inter : deux minutes trente qui font trembler la Maison ronde

Environnement, Insolite

Et si les plantes chantaient ? À Gaujacq, la « musique des plantes » intrigue chercheurs et agriculteurs

Tourisme

Audierne : au Cap Sizun, une auberge familiale mise sur les séjours longs depuis 60 ans

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Journées du patrimoine 2026 : le château de la Roche Goyon fait revivre le siège de 1597

Culture, Culture & Patrimoine

La tapisserie et les héritiers

International

Ceuta, le gouvernement espagnol avait été averti de l’invasion

Agriculture, Economie

SPACE 2026 à Rennes : l’eau au cœur de la 40e édition du salon de l’élevage

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International, Sociétal, Société

Kaledonia-Nevez : ar « C’hailh » rannet e daou un deiz bennak ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Nouméa : un delwenn evit ar peoc’h etre ar c’humuniezhoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Kaledonia-Nevez : an dizalc’hourien o deus roet o dilez d’ar gouarnamant emren

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.