Tan-gwallioù e Breizh : Chetit mein gant ar bomperion !

Publicité

Tan-gwallioù a zo un tamm partout e Breizh met n’eus den ebet o chetiñ mein gant ar bomperion ! Er c’hontrol ! Tud ar vro a ro dezho bannoù dour pe reiñ a reont bod dezho evit diskuizhañ. E parrezioù zo e yeus paizanted o sikour ganto memes.

Un tamm drol, ‘gav ket deoc’h ? Pa vez galvet paotred an tan er bannlevioù e rankont gervel ar polis da vont ganto kuit da vezañ taget. Ha pa reont ar memes tra er lec’hioù vakañsiñ pe war ar maez n’eo ket memes kont ganto. Graet e vez un degemer kaer ha karradek d’ar bomperion. Tra ma vez graet kentoc’h un degemer birvidik er « c’harterioù ».

Petra soñjal deus-se ? Ha depand a ra deus ar seurt poblañsoù ma yeont da saveteiñ ? Poblañsoù zo ‘zo degemerusoc’h ha sevenoc’h evit poblañsoù all ? Ha droad zo da silañ seurt tra c’hoazh ? Diwall Pêr, hag e c’hellfes bezañ lakaet da rasist !

Mar plij ganeoc’h, tudoù kaer ! Chetit mein gant ar bomperion a ya da lazho an tan du-se ! A-hend-all e vo lavaret  gant ar werin e yeus diferañsoù etre ar re « de souche » hag ar re n’int ket. Etre Bretoned pe Gaskoned a ouenn vat hag hailhoned eus ar bannlevioù. Ha se n’hall ket bezañ. Ur pec’hed e vefe evit ar wokisted !

Pêr Kerne

Précision : les points de vue exposés n’engagent que l’auteur de ce texte et nullement notre rédaction. Média alternatif, Breizh-info.com est avant tout attaché à la liberté d’expression. Ce qui implique tout naturellement que des opinions diverses, voire opposées, puissent y trouver leur place.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.