Ul levr hag un diskouezadeg war istor Kastell-Briant (44)

Nag ur blijadur da glevet seurt keloù : un diskouezadeg war istor ar gêr a zo bet digoret d’an 19 a viz here e Kastell-Briant, e Bro-Vaez. Hag ul levr az a ganti : « Châteaubriant, 1 000 ans d’histoireS » e anv, bet skrivet gant an istorour Christian Bouvet.

5 rann az a d’ober an diskouezadeg-mañ aozet gant Histoire et Patrimoine du pays de Châteaubriant » (HIPPAC) kevredigezh istorourien ar vro :

  • 11e -13vet kantved : ur gêr o tiwanañ
  • 1488 : seziz Kastell-Briant (gant ar c’hallaoued !)
  • 1517-1537 : Françoise de Foix
  • 16 a viz c’hwevrer 1794, ar guillotine e Katell-Briant
  • 19vet kantved-bremañ : Loen Béré (seurt bleiz-noz a rode tro-dro Kastell-Briant en XIXvet kantved -a-hervez)

Diskouezadeg er « Marché Couvert », betek an 02 a viz du.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS