Goude Sant-Maloù hag An Oriant, Kemper ? Fellout a ra da di-kêr Kemper reolennañ an AirBnB da feurmiñ. Hiviziken, da skouer, e ranko ar berc’henned disklêriañ o madoù-leve d’an ti-kêr. Hag an ti-kêr an hini eo a raio e asant evit ma’z afe ul lojeiz da feurmiñ a-hed ar bloaz da lojeiz da feurmiñ evit ar vakañsoù nemetken.
A-benn miz c’hwevrer pe miz meurzh e c’hellfe an diarbenn-mañ bezañ votet gant ar c’huzul-kêr. Evit bezañ lakaet e pleustr a-benn an hañvezh a zeu.
Er mare-mañ n’haller ket mui kavout tamm lojeiz ebet e Bro-Kemper dre m’eo arruet an holl diez pe ranndiez da feurmiñ war marc’had ar feurmoù AirBnB. Ha padal en defe c’hoant ti-kêr Kemper da vezañ krouet 500 lojeiz nevez bep bloaz a-raok fin e respet.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse
genial de ne pas connaître cette belle langue vive nos flèches de pierre
c’est çà le réel de la FRANCE CATHOLIQUE !!!
merci a tous ceus qui font de leur mieux mais attention pas de culpabilité qui démolisse le peuple des salaries (dommage de la gare du NORD)
amities