Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Ar petision “evit ma vefe studiet al lennegezhioù e yezhoù rannvro” kaset d’ar minister

Gant Michel Feltin-Palas o deus kavet ar yezhoù rannvro ur vouezh er mediaoù parizian. Paotr ar Bearn eo eñ, kazetenner ha difenner ar yezhoù rannvro kement ha difenner ar galleg pa vez taget gant giz ar saozneg. Troet warnañ e-unan eo ar bedig parizian, ne oar ket petra c’hoarvezh en tu-all d’ar “perif” ha n’eo ket koñchoù born an Emsav ez eo, siwazh. A-benn ar fin eo Michel Feltin-Palas an hini nemetañ a gred komz eus ar yezhoù rannvro en ur gazetenn barizian (L’Express).

Ha pelloc’h c’hoazh : ur c’houlzad a zo bet lañset diwar unan eus e bennadoù ! E-barzh unan eus e lizher kelaouiñ en deus komzet eus al lennegezhioù e yezhoù rannvro ha n’int ket studiet er skolioù. Hag int kenkoulz ha meur a oberenn e galleg.

Da heul ar pennad-mañ ez eus bet lañset ur petision gant ar strollegezh “Evit ma vevo hor yezhoù”, sinet gant 10 000 a dud. En o zouesk tud anavezet mat evel Paul Molac, Mona Ozouf, Francis Cabrel, Alan Stivell, Patrick Chamoiseau, ….

D’ar 21 a viz meurzh en deus embannet “Evit ma vevo hor yezhoù” eo bet kaset ar petision da bPap NDiaye, anezhañ ministr an deskadurezh-stad. Respont ebet evit poent. Ha lennet e vo Roparz Hemon pe Bernardo Ataxaga un deiz bennak er skolajoù pe liseoù ?

Crédit photo : kont Facebook Philippe Pratx

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, Education, Patrimoine, Société

Un appel pour faire rentrer les littératures en langues régionales dans les manuels scolaires

Découvrir l'article

Vu ailleurs

« Sauvons les langues régionales ! ». Le Miroir du Nord publie un entretien avec Michel Feltin-Palas

Découvrir l'article

Tribune libre

Il y a 20 ans sortait « l’anthologie de la littérature bretonne » par Favereau. Oui mais… [l’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Shelagh Campbell loreadez ar Scottish Book Trust 2022 !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky