Ar Baol (44) : un Aljerian dibaper ha drammet serret en ur vila

Fellout a ra dezhañ chom e Breizh met, siwazh deomp, dav e vo dezhañ distreiñ d’e vro, hag ar buanañ ar gwellañ ! Hag eñ ur chañs evit Breizh…

19 vloaz. Aljerian. Dibaper. D’ar 25 a viz ebrel n’en doa ket laeret kalz traoù en ur vila didud eus Ar Baol : manegoù hag un tog jardrinour, tra ken.

Ar pezh zo, ret e oa dezhañ chom e Naoned (asinet er gêr gant ar justis) hag un OQTF en doa evit aferioù kozh (a-boan dibrizonet e oa bet d’an 13 a viz genver). Kannab ha pregabaline, louzoù implijet evel drogach, a oa gantañ pa voe serret gant polis Ar Baol, mui ur gountell. Hervez an enklaskour en defe gourdrouzet un den e Sant-Nazer d’an 11 a viz ebrel gantañ.

D’e brosez e lavaras mil digarez. En aner, kondaonet eo bet da 10 mizvezh toull-bac’h ha da vezañ skarzhet eus Bro-C’hall goude-se.

Ha skarzhet e vo a-benn ar fin ? Amañ emañ an dalc’h… Forzh penaos e c’hello distreiñ a-benn 10 vloaz ma n’eo ket degaset en-dro gant un Ocean Viking bennak a-raok !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : bezit ur c’hwib evit 350€ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Un Aljerian dindan OQTF kondaonet evit bezañ laeret tud-kozh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul liseadez gourdrouzet gant ur lisead, ur gontell gantañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : barnet evit 64 ti-laeret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société, ST-NAZAIRE

Kêrnevez-Raez : hep aotre-bleinañ hag ur yalc’had aour gantañ, an adfeller a chom en toull-bac’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : hag ur vag nevez da sevel !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ur gourmarc’hadig laeret gant armoù evit ar pemvet gwech

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, SAINT-BREVIN

Sant-Brewenn (Bro-Raez) : un trafikour dramm estrañjour tapet gant an archerien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Bro Raez : unnek vloaz goude, eizh den kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : kirri-tan pulluc’het, tud er ranndi, fuzuilhadeg er straedoù…

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky