Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Maloù : « Te a baeo, Doue an hini eo a ziviz ! »

Cholori ha jabadao a oa en tiegezh-mañ eus Sant-Maloù ! Ken n’o doa ket mui an daou bichon droad d’en em welet. Kondaonet e oa bet ar paotr, a-orin eus Enez-Vaoris, evit bezañ huchet ha skoet gant e wreg. Merkoù he doa deiz ar varnadenn. Met ouzhpenn bloñsoù he doa bet gant ar wañv-du-mañ rak daou vugel a oa bet ganet etretant !

Ne vern, setu an daou amourouz o vont da ziegezh en-dro tro miz genver. Ha partiet ar chabous gwasoc’h eget biskoazh. Noz ha deiz ! D’an 30 a viz mae, tra ma oa an itron oc’h ober war-dro ur bratikez (kenedourez a-vicher eo) e tegouezh ar gwaz er c’habined ha setu eñ o kanañ pouilh dezhi. Loariet ar paotr ! Hag ur flac’hadenn d’e wreg war-briz ! Kavet eo bet gantañ he doa ur gwaz kleiz ! Sapre kampenn emezañ ! Mari loustroupouilh ! E-keit-se emañ ar bratikez o c’hortoz. Met n’hall ket gwelet netra eus an emgann rak « fals-malvennoù » a zo bet pozet dezhi ha n’hall ket digeriñ he daoulagad a-raok ma vefe sec’h ar peg ! Ur gwir bezh c’hoari eus Sacha Guitry !

A-benn ar fin ez a kuit Yann Dogan gant e gerniel ha gant 500€ ha paseporzhioù an daou vugel ! Diwezatoc’h e pellgomz d’e wreg evit he gourdrouziñ « e varvo, poanioù abominapl warni ! » « Te a baeo, te a baeo » emezañ rak « Doue an hini eo a ziviz ».

Peseurt doue ‘ta ? Bevet en deus ar paotr e ti e voereb e Enez-Vaoris ma’z eus un 17% a vuzulmaned… Ha goude Maoris en deus bevet e Paris a-raok degouezhout e Sant-Malo…

Kaset dirak lez-varn Sant-Maloù d’an 2 a viz even, e lavaras ar Maorisian d’ar barner « en doa komprenet bremañ ». Kondaonet eo bet da zougen ur dro-vrec’h elektronek e-pad 5 mizvezh memestra. Amzer dezhañ peur-gompren moarvat…

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, Santé, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : klañvdiourien taget e ti ar re sot

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Brest : an Albanad bac’het en e ranndi, ur fuzuilh gantañ, en deus en em rentet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : o vont kuit gant ar c’hef e oa, ur « Marseilhad » serret !

Découvrir l'article

Dol de Bretagne, E brezhoneg, Justice, Local, Société

« Serge eus Paris », trafikour dramm a vicher, a sko gant ur vaouez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un Aljerian diskred warnañ bezañ bac’het e wreg hag e vugale ha skoet ganto e-pad bloavezhioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : un Tunizian dindan OQTF a glask laerañ ur babig en ospital goude bezañ skoet gant ar vamm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Un den eus La Courneuve a sko gant e zousig eus Kemper

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : Daghestaniz a laere dilhad er stalioù, kondaonet int bet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : Ur c’hlasad Ulis hep kelenner e-pad mizioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : daou lojamant feurmet dre vBooking gwastet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky