E kêr Sant-Maloù, ha dreist-holl, e kreiz-kêr (Intra-Muros) emañ gwasoc’h-gwashañ an traoù a-fed surentez. Koñversanted taget, trafikañ dramm, tud tagus ouzh ar pratikoù, d’an 20 a viz gouere ez eus bet un emvod war an disurentez en ti-kêr. Dilennidi, poliserien hag an is-prefed o deus bet tro da zivizout gant ar goñversanted met hag e cheñcho un dra bennak ?
Klaskerien bara a zo muioc’h-mui intra-muros, pennoù-boeson en o zouez hag en em gannañ a reont etreze pe get tud-all. War ar rouedadoù sokial, ur video a zo bet skignet ma weler un den o skeiñ gant unan all e toull nor ar superette Carrefour City, straed Saint-Vincent/Sainte Barbe. Pa oa bet digoret ar superette-mañ e oa bet manifestadegoù a-enepti kar gouzout a oare mat annezidi ar c’harter e vefe troet mod-se an traoù, siwazh.
Evit cheñch penn d’ar vazh zo bet lakaet en-linenn ur petision anvet « evit ma tistrofe ar surentez e Sant-Maloù intra-muros ». Ar pal zo da lakaat e pleustr ur steuñv hollek evit ma vefe intra-muros ul lec’h dizañjer en-dro. E penn ar stourm : ar strollegezh « Réveillons Saint-Malo« , ur gevredigezh lezenn 1901 bet savet e 2008 hag a dalv mui pe vui da « gomite karter Intra-Muros » abaoe 2022.
D’an eur ma skrivomp ar pennad-mañ zo bet rastellaet 275 sin gant ar petision.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.