Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Felger, Gwern, Eskuz : tro Breizh al laeroñsi evit ur vandennad a Jeorjianed

Gwelet e vez muioc’h-mui a anvioù jeorjian war rentaoù-kont an archerien hag ar boliserien goude laeroñsioù pe aferioù torfedel.

D’ar sul 04 a viz even o doa daou zen “gweladennet” gourmarc’had Carrefour eus Felger. Laeret ganto traoù er stal Jules ha neuze er stal c’hwezh vat Marionnaud, just e kichen a-raok skrapañ poellgomzerioù er C’harrefour.

Ne oa ket deuet a-benn an archerien da dapout krog enno an deiz-mañ met diskred e oa war daou Jeorjian a oa bet serret un nebeut devezhioù a-raok e Eskuz, e Bro Felger atav. Er kreizenn Leclerc e oa bet laeret traoù dija gant ar re-se. Serret e oant bet gant an archerien o doa dalc’het o lagad warno. E kenkas…

Siwazh deomp, laosket e oant bet da vont gant ar justis ruz hep bezañ barnet diouzhtu.

A-benn ar fin e voe serret unan eus an daou gañfard d’ar 07 a viz even e Clermont-Ferrand, pell eus Breizh neuze. Aterset eo bet kerkent gant an archerien vreizhad hag anzavet al laeroñsioù gantañ. Met, en ur ziskutal gant ar soudarded e komprenas ar re-se e oa eñ en doa laeret esañs en un dastumva eus Gwern-Sec’h asambles gant kendorfedourien all.

Kenderc’hel a ra an archerien gant o enklask evit gouzout ha torfedoù all en defe graet ha gant piv en deus graet an taolioù. Da c’hortoz emañ en toull-bac’h.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, RENNES, Société

Roazhon : Jeorjianed serret goude bezañ taolet bidonioù war ar boliserien

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky