
Felger, Gwern, Eskuz : tro Breizh al laeroñsi evit ur vandennad a Jeorjianed
Gwelet e vez muioc’h-mui a anvioù jeorjian war rentaoù-kont an archerien hag ar boliserien goude laeroñsioù pe aferioù torfedel. D’ar sul 04 a viz even o doa daou zen “gweladennet” gourmarc’had Carrefour eus Felger. Laeret ganto traoù er stal Jules ha neuze er stal c’hwezh vat Marionnaud, just e kichen a-raok skrapañ poellgomzerioù er C’harrefour. Ne oa ket deuet a-benn