
Trummadoù : Lannuon ha Kemper e bec’h
D’an noz etre dimerc’her ha diriaou, etre 7e00 hag 8e30 kement ha bezañ rezis, e vo serret trummadoù ospital Lannuon. Ne vo ket implijidi a-walc’h da vastañ an ezhommoù ! E Kemper n’eo ket memes kont met emañ an Trummadoù e bec’h. D’an 31 a viz gouere e voe degemeret etre 70 ha 80 klañvour, ar pezh zo kalz evit