Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Al levezonerez vegan Zhanna D’art a zo marv diwar an naon

Ober a rae videoioù war internet ma oa anv enne da vevañ diwar jugoù frouezh ekzotek nemetken ! Marvet eo al levezonerez Zhanna D’art diwar an naon en he 39 vloaz.

Vegan e oa ha klask a rae ur rol voued kriz penn da benn hag a c’hellfe jaojañ ouzh he c’hredennoù. O veajiñ en Azia e varvas Zhanna Samsonova (he gwir anv) diwar an naon war un enezenn eus Malezia. Abaoe pevar vloaz e veve diwar frouezhioù eus an enezenn-mañ nemetken.

Treut-tre e oa deuet da vezañ. A-raok he marv en doa en em gavet ur mignon dezhi ganti. Fall e oa he jeu ha koeñvet e oa he divhar, dourwad o teveriñ diouto. Met ne vern, sonn e oa en he c’hredennoù hag e nac’has cheñch he doare da zebriñ. Marvet eo hec’h-unan.

https://twitter.com/RobertCawood2/status/1686190295900405760

Crédit photo : Kont Twitter Hello Possums

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Al levezonerez vegan Zhanna D’art a zo marv diwar an naon”

  1. Pascal Barthon dit :

    De toute évidence le régime alimentaire était mauvais. Paix à son âme, mais faut-il être idiot ou fanatique pour finir comme cela. Les écolos et autres vegans sont dangereux et représentent une menace réelle pour la société. Ils peuvent nous mener à tous les excès y compris un totalitarisme vert qui pourrait s’apparenter à celui des régimes communistes des années cinquante.

  2. Alan al Louarn dit :

    Kelou mat evidomp!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky