Petra a c’hoarvez e Pembo (44) ?

paimboeuf

Ur gêr vrav eus Bro-Raez eo Pembo. Ur porzhig war al Liger, sioul ha trankil… betek-henn !

Rak stegn eo an traoù abaoe un nebeudig. Ur vandennad a dud yaouank diskiant a zegasfe freuz ha reuz er bourk. Tanioù-arvest lañset war an tiez e kreiz an noz, tiez “gweladennet”, gwastadurioù a bep seurt. Fall-put eo deuet da vezañ an aergelc’h er bourk ken ez eus tud a fell dezho sevel ur “milis” !

 

D’an 18 a viz gwengolo en em dolpas un dek bennak a annezidi dirak an ti-kêr. Ha resevet ur gannadez dezho gant ar maer

Piv eo an dorfedourien a ra kement ha reuz e Pembo eta ? Un ugent bennak a dud yaouank war a seblant. 13 vloaz e vefe an hini yaouankañ memes. Tout an dud a anav anezho met aon o deus reoù zo “rak ar rebourserezh”.

Memes er c’hêrioù bihan, bremañ, e weler seurt felliezh hag a oa anezhi er c’hêrioù bras nemetken gwechall. Da belec’h ez a Breizh, lârit din ?

Crédit photo : strollad Facebook “commerçants de Paimboeuf”

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS