page contents
Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Pembo (44) : “Tonton” ha Maghrebiz kondaonet evit trafikañ dramm

E Pembo (3000 anneziad), ur porzh war al Liger, an holl dud a ouare e veze trafiket dramm gant ur strollad Maghrebiz tro-dro d’ur bouloñjerezh e kêr. Met an drafikerien a grede bezañ disoursi ha trankil. E-keit se e oa an archerien o labourat didrouz…

A-benn ar fin int bet holl serret e miz even 2023. Seizh den, eus 25 da 55 bloaz, mui ur vaouez hag a vo barnet diwezatoc’h. Lod a oa en toull-bac’h evit aferioù all pa’z int bet galvet gant lez-varn Sant-Nazer d’an 13 a viz mae evit an afer-mañ.

“Tonton” a zo unan anezho. Baraer e oa e Pembo ha butuner butun droll ! Kavet en doa mignoned nevez, paotred eus ar Mahgreb. Dindan OQTF evit lod anezho evel-just. Hag ar re-se a gemere alies kamping-kar ha karr-tan Tonton evit “mont da bourmen”, etre Pembo ha Sant-Nazer pe pelloc’h. Ganto e veze gwerzhet kokain ha kanap e Penbo ha tro-dro evel just. Ha gouzout a rae Tonton tout-se ? Ya.. ha n’eo ket, un tamm hegridik eo hemañ. Gerioù kuzh a veze implijet dre bellgomz met n’eo ket sot an archerien. Ha “profil” an Nazeriz a oa sklaer-kenañ. Biojoù bouloñjerezh Tonton, straed Pitre Chevalier e Penbo, e oa deuet da vezañ ur seurt “tachenn prevez” evit an trafikerien hag o fratikoù. Kêr dramm ! N’eo ket bara a veze gwerzhet ar muiañ, drogach ne lavaran ket. An arc’hant a veze kaset d’ar bled dre ar sistem Hawaya.

A-benn ar fin eo bet kondaonet ar seizh trafikour da gastizoù skañv : etre daou vloavezh ha pevar bloavezh toull-bac’h. Mui OQTFoù nevez met daoust hag e vint lakaet e pleustr ar wech-mañ ? N’eo ket sur eo !

E Pembo e kendalc’h ar reuz, avat : ur strollad tud yaouank, lod anezho estrañjourion, a laer traoù, a dag an dud o pourmen hag a ginnig ar biz ouzh forzh pe hini a glask laou outo. Ur spont !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Pembo (44) : “Tonton” ha Maghrebiz kondaonet evit trafikañ dramm”

  1. NEVEU dit :

    Hag en un tro lakaet er-maez gant ar barner (juj) biskoaz kemend-all n’eo ket possubl !z

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Animaux, Local, ST-NAZAIRE, Vidéo

Dolfined el Liger ! [Video]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pembo (44) : tan er skol kozh, tri den yaouank serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Santé, Société

Ar Fentanyl a zo erruet e Breizh (gant Joerjianed !)

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ar penn-dramm a sko gant ur vaouez evit laerañ he arc’hant diganti

Découvrir l'article

Dinan, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Plelann-Vihan/Pllelan (22) : bruderezh ha kartennoù fealded evit an trafikour dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Maloù Gwersac’h (44) : freuz fregañ mod 93 e Briver !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Morbihan : ar pober a werzhe dramm

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Paimboeuf (44) : une commune empoisonnée par une bande de jeunes voyous

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer/La Bouletterie : 18 kg a zrogach hag armoù e-barzh ranndi un Aljerian

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ur vamm-gozh taget gant ur penn dramm evit 90€

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky