Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Gorre Goulen (Bro Gwiniegi) : korfoù hag eskern adkavet e-kichen an iliz

Furchadegoù henoniel a vez graet abape mizioù e “Gorre Goulen” e bro Gwiniegi, tal-kichen Naoned. Adaozet e vo ar bourk neuze zo bet leusket frankiz d’an arkeologourien d’ober o labour. Bremañ emañ an arkeologourien tro-dro d’an iliz. Un iliz kozh a oa gwechall e-kichen an hini a zo bremañ hag ur bered a oa tro-war-dro. Betek an XIVvet kantved zo bet douaret tud er bered-mañ ha moaien zo adkavout korfoù. Setu ar pezh a vez kavet gant ar skipailh skiantourien justawalc’h. Eskern, korfoù, korfoù bugale, lod eus an eskern a zo bet adkavet kej-mej rak ingal e veze dizouaret korfoù kozh evit lakaat reoù nevez en o flas. Graet e vez giz-se atav pa ne vez ket paeet ar c’honsesionoù gant ar familhoù da skouer.

Ur mengleuz tufev kozh a zo bet adkavet ivez. Gant an tammoù mein tennet eus an tamm douar-mañ eo bet savet iliz Gorre Goulen da skouer. Ar pezh o defe c’hoant ar skiantourien kavout eo dreist-holl objedoù pe tammoù lienennoù, mod-se e c’hellfer gouzout muioc’h diwar-benn ar vuhez e Gorre Goulen er grenn-amzer. Klasket e vo ivez gouzout eus petra zo marvet an dud dre studiañ an eskern. E “Kreizenn Mirerezh ha studiañ” eus Naoned eo bet kaset an traoù adkavet war ar chanter, eno e vint studiet pizh.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Ensauvagement

Haute-Goulaine : l’incendie de deux camions soulève une polémique sur l’augmentation de la délinquance

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky