Divizet eo bet gat an ti-kêr da staliañ 29 kamera eveshañ e kêr Klison. Ha n’eo ket ur souezh : al lodenn vrasañ anezho a vo staliet tro-dro d’an ti-gar. Perak ? Peogwir emañ Klison etre Naoned ha Cholet ha dont a ra ingal strolladoù trafikerien pe estrañjourion da dargemediñ war plasenn ar gar pe tro-dro. Trafikoù a bep seurt, merc’hed ha ne fell ket mui dezho pourmen o-unan diouzh noz, tiez laeret, deuet eo ar c’harter-mañ da vezañ un astenn eus ar c’harterioù tomm eus Naoned pe Cholet.
Betek-henn ne oa nemet 4 kamera e Klison, kêr viha trankil ha disoursi ma oa. Met ezhomm e oa da suraat ar c’hreiz-kêr rak n’eo ket mui an « Italia vihan » ur gêr sioul ha trankil. 300 000€ a vo lakaet e-barzh. Emañ dija an ti-kêr e soñj staliañ reoù all e lec’hioù stratejek.
E Klison eo deuet dalc’h ar surentez da vezañ un afer a-bouez.
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine