
Ur blakenn chokolad gant ur skeudenn eus Klison (44) warni a ginnig pastezer ar “Blanche Hermine”
E Klison, e gevred ar vro, ez eus ur pastezer tomm e galon ouzh Breizh he femp departamant: Jean-Philippe Louvet an hini eo. “La Blanche Hermine” (plasenn ar Minage) en deus anvet e goñvers, diwar kanaouenn Gilles Servat evel just rak a-orin eus Felger eo ar pastezer. “La voilà la Blanche Hermine, vive la mouette et l’ajonc / La voilà