Klison (44) : ur petision a-enep ar rodeoioù

Rennes

200 sin a zo bet rastellaet betek-henn evit ar petision a-enep ar rodeoioù e Klison lañset n’eus ket pell zo gant annezidi ar gumun. Tro karter ar Garenne Valentin, park Henri IV, skwar Mathurin Crucy , ar C’hoc’hu, Karter ar Gar ez eus tud yaouank o c’hoari gant o skouter noz ha deiz hervez an itron Grivart de Kerstrat hag a zo e penn an emsav. Hag an annezidi da reklem un tamm muioc’h a strizhder e-keñver ar gañfarded o kantreal e kreiz-kêr. War a seblant n’o deus doujañs evit netra ha den ebet. Ober a reont biz pa vez lavaret un dra bennak dezho. Mein a zo bet chetet war ti un den en doa teñset ur strollad tud yaouank, zoken.

Ha n’eo ket kozh ar re a zo anv diwar o fenn amañ, a-boan m’o dez tapet o 18 vloaz, kalz anezho a zo yaouankoc’h c’hoazh. Met petra a ra o zud ?

Un emvod foran a zo bet d’ar 01 a viz kerzu aozet gant an ti-kêr met savet o deus an annezidi o mouezh a-enep ar maer Xavier Bonnet (tu-dehou). Hervezo ne ra « netra ». Hag an annezidi da reklem muioc’h a boliserien kêr, muioc’h a gameraioù ha skoilhoù a-enep ar skouterioù e lec’hioù zo.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS