Brest : paotr ar Surinam e gof leun a gokain a chom en toull-bac’h

Kambr galv lez-varn Brest en deus embannet e varnadenn d’ar 15 a viz du : chom a raio ar vulez en toull-bac’h !

E miz ebrel 2022 e voe kelaouet poliserien Brest e oa un trafik kokain etre ar Guyan, ar Surinam, Breizh ha Bro-Veljia. Dre garr-nij e errue an dramm e Orly ha goude e veze strewet ha gwerzhet e Roazhon hag e Brest.

E miz genver 2024 e komprenas ar boliserien e oa ur Surinamian en ur c’harr-nij oc’h erruout e Orly hag a oa leun a gokain e gof. Ur vulez ! Ha gant e wreg hag e vabig e oa. Surawalc’h evit nompas sachañ evezh ar valtetourien. Ur c’houplad gant ur poupon, ne vez ket diskred warnañ da gaout dramm gantañ !

Kerkent hag erruet e voe kaset ar Surinamian d’an ospital gant ar boliserien : ennañ e oa 87 sac’hadig a gokain, 863 gram en holl !

N’eo ket ar wech kentañ e ra seurt beaj : e 2017 dija e oa bet kondaonet evit ar memes fedoù ! D’an noz e voe kaset d’an toull-bac’h.

D’ar 14 a viz du e c’houlennas bezañ lesket da vont rak, bremañ, emañ e zousig hag e vabig o chom e Poitiers ! Nac’het gant al lez-varn.

A-benn ar fin, ez eus, e Bro-C’hall bremañ, ur Surinamian en toull-bac’h (paeet ganeomp), ur Surinamianez ouzhpenn e Poitiers hag ur babig (gant ar vroadelezh c’hall surawalc’h peogwir emañ ganet e Bro-C’hall) war ar marc’had !

Hag arabat skarzhañ tout an dud-se evel just !

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, Local, QUIMPER, Santé, Sociétal, Société

A Brest, une formation « Accueillir et accompagner une demande de féminisation ou de masculinisation d’un adulte en soins primaires dans une approche transaffirmative »

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest : lakaat tan en un den evit 1500€…

Découvrir l'article

BREST, Economie

Brest. Succès populaire pour la première édition du Salon du tourisme à l’aéroport

Découvrir l'article

Justice, QUIMPER

OQTF en vigueur, quatre plaintes, neuf coups de couteau : aux assises de Quimper, le procès d’un drame annoncé

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, Local, Société

Felliezh : ur gwall vloavezh e Penn-ar-Bed hervez ar prefed

Découvrir l'article

Sociétal

Brest, vigie des mers : le rapport 2025 du MICA Center décrit un narcotrafic tentaculaire et des menaces maritimes qui se recomposent

Découvrir l'article

Environnement

Avec Argo Deep-6000, l’Ifremer sonde les abysses et étend l’observation de l’océan jusqu’à 6 000 mètres

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Machikoul (44) : dramm, armoù hag arc’hant sezizet

Découvrir l'article

BREST, Santé

À Brest, la clinique Keraudren ouvre les portes de la chirurgie robotique au grand public

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Trafikiñ dramm dismantret ‘b’ar Morbihan : ur filierenn albanad ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.