E Terrug (gourenez Kraozon – Bro Gerne) e vo digoret ur c’hlas divyezhek er skol katolik Marie-Rose Le Bloc’h ar bloaz a zeu ! Evit ar vugale vihan eus skol-vamm e vo ar c’hlas-mañ evel just. Marc’hataet eo bet an digoradur-mañ bet etre an Ofis hag an ti-kêr. Ha kaset zo bet kerkent ur gemenadenn war ar rouedadoù sokial gant an ti-kêr evit gervel tud Terrug da lakaat o bugale er c’hlas-mañ !
Setu aze ar furmskrid rak-enskrivañ : https://www.telgruc-sur-mer.bzh/…/Formulaire…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine