Publicité

Abaoe 2013 e oa ur skol Diwan e Boulvriag (su Bro-Dreger). Kantadoù ha kantadoù a vugale o deus desket yezh o hendadoù er skol-mañ. Goude ar CM2 e c’helle ar vugale mont d’ar skolaj Diwan eus Plijidi. Just e-kichen.

Ha padal emañ tonket skol Boulvriag da vezañ serret.

A-benn miz gwengolo 2026 n’he do ket ti-skol ken ar skolidi. An hini a zo perc’henn war an ti a fell dezhañ lakaat da dalvezout e wir kerzañ. 17 bugel a zo er skol ar bloaz-mañ. Klasket o deus tud ar vugale kavout un ti-skol nevez. Propozet e oa bet un dachenn e-kichen ti ar re gozh gant an ti-kêr met n’eo ket hentaouet an dachenn. Labourioù a oa d’ober ha n’he deus ket arc’hant a-walc’h ar gevredigezh evit ober anezhe. Hag aljekoioù a oa da brenañ war ar marc’had. Mui ar porzh ha ne oa ket anezhañ…

A-benn fin ar gont en deus kemeret an AEP ar mennozh da serriñ ar skol a-benn miz gwengolo a zeu. Achu gant Diwan Boulvriag !

Bremañ e vo desavet an holl vugale eus su Bro-Dreger e galleg. Nag ur ranngalon !

Foto : Diwan

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Achu gant Diwan Boulvriag”

  1. Lukaz dit :

    Ur ranngalon, gwir eo ! Diwan eo ar pezh m’emañ, gant e zoareoù rebechus woke ha bobo, met leuniañ a ra un toull er servij publik an deskadurezh. Nebeutoc’h a zDiwan a dalv c’hoazh muioc’h a c’hallekaat, gant kement a dalvez kement-se…

  2. RAYMOND NEVEU dit :

    Penaos n’eus ket arc’hant evit kaout un ti-skol? Hag o zud klaskerien bara int? N’eo ket d’ar re all paeañ evit profitourien!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

CARHAIX

Langue bretonne à Carhaix : moins de locuteurs, mais une pratique qui se rajeunit

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Education, Patrimoine, Société

Epreuve en langue régionale au bac : le syndicat gauchiste SNES-FSU fait une crise d’étatisme scolaire

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Education, Histoire, Patrimoine, Société

Pays Basque : les lycéens de Bayonne prêts à la rébellion pour pouvoir passer le bac en basque

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Politique, Sociétal, Société

Rannvro : Arc’hant evit SOS Méditerranée, evit an emsaverien LGBT, evit « broioù ar su » met pas evit yezhoù Breizh

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

À Paris, une vente caritative aux enchères au profit de Diwan le 7 février

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Diwan Boulvriag en dañjer

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Votadegoù-kêr : Diwan en deus kaset ur goulennaoueg da dout al listennoù war-bouez…

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.