Sant-Nazer : Un Aljerian dindan OQTF kondaonet evit bezañ laeret tud-kozh

Abaoe miz c’hwevrer 2021 e oa dindan OQTF. Ne viras ket ouzh un Aljerian o chom e bro Sant-Nazer da nac’hañ dirak ar barner d’an 20 a viz mae en defe laeret ur yalc’h e-barzh un Ehpad hag ur sakochenn en ur gourmarc’had. Hag eñ filmet en ur buro-butun o paeañ gant unan eus ar c’hartennoù glas laeret da c’houde !

E miz here 2023 ez eas un den kozh o weladenniñ an Ehpad a zo war porzh Sant-Nazer gant e wreg. E-barzh ar bignerez e santas e oa unan eus an daou zen a oa ganto o frotañ outañ. Pa’z eas er-maez e komprenas ne oa ket mui e yalc’h gantañ. Goulenn a reas digant an daou zen hag o doa gwelet un dra bennak. Nac’han a rejont. Unan eus an daou bichon-se a oa an Aljerian dindan OQTF.

Ar memes miz e voe kollet e sakochenn gant un den a 88 vloaz en ur gourmarc’had eus Sant-Nazer. Peuzgoude e voe paeet gant e c’hartenn-c’hlas laeret. War ar c’hameraioù eveshaat, piv a weler ? An Aljerian dindan OQTF, atav…

Met, dirak ar barner e adlavaras « n’en deus graet netra », kaer e goût !

Ha padal n’eo ket skañv e roll lez-varn : etre 2017 ha 2025 eo bet kondaonet c’hwec’h gwech dija ! Ur sapre prof evit Breizh ! Ur medisinour pe un ijinour ? Lârit din…

Kondaonet eo bet da 12 mizvezh toull-bac’h ar wech-mañ met n’eo ket bet lakaet dindan urzh bac’hañ, neuze eo aet kuit dizalc’h eus al lez-varn ! Ha ne vo ket kaset d’an Aljeri kennebeut hag eñ dindan OQTF abaoe 4 bloaz !

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Sant-Nazer : Un Aljerian dindan OQTF kondaonet evit bezañ laeret tud-kozh”

  1. Patrick Yves GIRARD dit :

    Ar memes-re atav !

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : ul liseadez gourdrouzet gant ur lisead, ur gontell gantañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : barnet evit 64 ti-laeret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Lamballe, Local, Société

Lambal (22) : Skignet e vo videoù ul laeroñsi gant ur stal brikolaj

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société, ST-NAZAIRE

Kêrnevez-Raez : hep aotre-bleinañ hag ur yalc’had aour gantañ, an adfeller a chom en toull-bac’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : hag ur vag nevez da sevel !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ur gourmarc’hadig laeret gant armoù evit ar pemvet gwech

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, SAINT-BREVIN

Sant-Brewenn (Bro-Raez) : un trafikour dramm estrañjour tapet gant an archerien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Bro Raez : unnek vloaz goude, eizh den kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

La Flèche (72) : Dindan OQTF eo bet tapet o klask laerañ botoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Felger : laeret en doa ur moto, ur Somalian serret gant ar vekanisianed

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky