Strailhajadur, ragoustailhadur eus Breizh diwar ar maez ! El Limouziniere, e Bro-Raez, d’an 2 a viz even, e oa tolpet tud ar vugale skoliataet er skol Gaston Chaissac hag ar skolaerien evit un emvod pedagogel. E-keit-se e teuas tri hailhon eus La Limouzinière war ar porzh. Trankilik. Ne ouarent ket e oa an emvod-mañ. Hag int o tagañ didrabas ar mogerioù ! « Ta mère la pute », « Fuck la police », « Nik ta mère » ha luganioù ken speredek all. A-raok o doa diglokedet lochoù ur chanter nepell eus ar skol ha laeret ar bombezennoù pentur a oa e-barzh.
Gwazh a ze evito : gwelet int bet oc’h ober o sotonioù gant an dud tolpet, en o zouez, ar maer Frédéric Launay ! Tapet int bet gant tadoù ha klevet o fegement gant ar maer hag en deus galloudoù polis hervez al lezenn. Galvet e vo o zud ha « kondaonet » da adlivañ ar mogerioù.
Hervez ar maer o defe bet levezonet gant ar reuz da heul trec’h ar PSG !
Normal ! Bremañ eo deuet da vezañ « kool » da vezañ ur strailhaj !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine