Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Publicité

50 000 listenn en holl a zo war ar renk evit ar votadegoù-kêr a zeu. En o zouez 550 anezhe o deus gerioù en ur yezh rannvroel bennak en o anvioù. 360 anezhe a zo e Korsika !

190 a chom neuze. En o zouez, 120 o deus ur ger pe zaou pe muioc’h en euskareg ha 30 nemetken o deus gerioù e brezhoneg en o anv. Ar peurrest a zo evit ar broioù pe tiriadoù tramor : yezhoù kanak, kreoleg, tahisianeg, …

E Bro-Gorsika, n’eo ket anvioù divyezhek a zo bet roet d’al listennoù, anvioù e korseg nemetken ne lavaran ket. Da skouer e Bastia ez eus 7 listenn war ar renk ha setu o anvioù : « una via per bastia – via citadina » (tu kleiz), « POPULU DI BASTIA » (Nicolas Battini/Palatinu/RN), « PRIMA I NOSTRI RECONQUETE R! » (Reconquête), « BASTIA, DA OGHJE À DUMANE » (Kreiz),  « Uniti » (ar re a-enep Simeoni), « BASTIA EN COMMUN – BASTIA IN CUMUNU » (PCF) ha « BASTIA INSEME Gilles Simeoni » (Gilles Simeoni).

E Breizh, n’eus ket nemet ar vroadelourien pe an dud eus ar skolioù divyezhek o deus lakaet divyezhek anv o listenn. Da skouer :  « GUINGAMP SOLIDAIRE, GWENGAMP SKOAZ-OUZH-SKOAZ » (Gaël Roblin e Gwengamp) pe  « Kalon Ploubêr – Ploubezre au Coeur » (Eddy Penven, prezident Div Yezh Ploubêr).

Ur bern tud eus an UDB pe Strollad Breizh a zo war listennoù eus an tu-kleiz gall pe eus an tu-dehou gall ha n’o deus ket goulennet e vefe lakaet divyezhek anv al listenn. Drol eo memestra !

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?”

  1. Roparz dit :

    Ha perak n’eus ket tud deus Breizh Info war listennoù gant anvioù e brezhoneg ?

    Kompren a ran ar sav boent evel-just, met un tamm aes a gav din rebech an dra-se d’ar re a youl vat a ra traoù, d’ar re a ra o seizh gwellañ evit lakaat mennozhioù da dremen pa vezont o unan a-wechoù e-barzh kumunioù ‘zo.

  2. Torr'Pen dit :

    Hep brezhoneg Breizh ebed .Ne deus ket mùi Breizh! Ha gwir é a-zivoud UDB, treitour a malloz-dit ( Gwerz Marv Pontkalleg)!

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine

Apprendre le breton : Roudour ouvre ses inscriptions pour la rentrée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, Sociétal, Société

« Wech », war an aod e Bro-Dreger, Parizianed o komz….

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, REDON, RENNES, Sociétal, Société

E-pad an hañv, an LGBT+++ war an dachenn e Breizh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Sandrine Rousseau en he uhelañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Sociétal, Société

« Frañs don » : met pelec’h emaint ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, Loudéac

Laitik hag Olano, div embregerezh breizhad war sikour tud ar Jirond

Découvrir l'article

BREST, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Ul levr nevez war « brizouneg Eusa »

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP

Kastellaodren : stourm a reont evit an hentenn divyezhek brezhoneg-galleg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Société

Korsika : Paris he deus bet lêr ar rektor

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.