Hegoalde : Euskariz a sav trouz a-enep an enbroerezh

Betek-henn ne oa ket aloubet kement-se karterioù poblek eus an Hegoalde (Euskal Herria ar su). Ha betek-henn e oa ar repuidi kentoc’h tud eus Amerika-ar-su. Met emañ an traoù o cheñch. Muioc’h-mui. Gant ekstra-europeaned oc’h en em staliañ, ganto o gizioù, o doare da vevañ, o relijion. Hag an trafikoù da heul e lec’hioù zo.

Hag evel e Bro-Katalonia ez eus Euskariz oc’h enebiñ ouzh an Aloubadeg. E Gasteiz (Vitoria) da skouer e miz here e voe savet trouz gant annezidi eus ur karter Errota ouzh enbroidi yaouank a oa oc’h ober reuz d’an dud. En ur c’harter all eus Gasteiz, Judimendi, ez eus bet trouz e marc’had ar pesked etre enbroidi yaouank hag annezidi ar c’harter. E Arratia e Bizkaia zo bet taget luganioù a-enep an enbroidi hag an trafikoù. E Irun ez eus « patrouilhoù keodedel » evit stourm ouzh an disurentez… Seurt traoù ne veze ket gwelet james gwechall !

Ha piv a c’hoari chas-kolo evit difenn ar re ha n’oufed ket difenn ? An abertzale evel just. Abertzale eus an tu-kleiz pellañ, wok da vat hag a sav a-du gant an enbroidi a-enep o foblañs dezho, a-enep tud gwasket er c’harterioù. Peogwir eo « mat » ha « pinvidikus » an enbroerezh ha n’hall ket bezañ ar c’hontrol eo. Kousto pe gousto. Hag ar re a sav a-enep an enbroerezh, d’o soñj, n’hall ket bezañ Euskariz onest chalet ha skuizh gant ar pezh a welont en o c’harterioù, « faskourien » ha « gouennelourien » eo, traken.

E Bro Katalonia ez eus bremañ dizalc’hourien a-enep an argerzh erlerc’hiañ, e Bro-Euskadi n’eo ket deuet a-benn c’hoazh an dizalc’hourien da gas er blotoù an Tredebedouriezh.

Crédit photo : LFI
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

International, Politique, Tribune libre

Pays Basque : ce tiers-mondisme abertzale qui manifeste contre Pierre-Edouard Stérin [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

1609, la chasse aux sorcières du Pays basque : un documentaire plonge dans la folie démonologique

Découvrir l'article

International, Sociétal, Société

Au Pays basque sud, scandale autour de camps de vacances « transféministe » pour enfants

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Religion, Sociétal, Société

Arbérats (Bro-Euskadi) : ur boufam a vount ur c’hrusifi en he forzh e-barzh un iliz !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

E Bro-Euskadi, un dastumadeg levrioù gouestlet d’ar rannyezhoù euskarek

Découvrir l'article

Immigration, International

Pays Basque : pour le nouveau président du PNV, « son successeur pourrait bien s’appeler Hasan »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Gaming

Bazterka, hurik gabeko herria : Ur c’hoari video en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, International

Emañ euskariz o prederiañ war ur moneiz « holl-euskarad »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Education, Histoire, International, Société

La Sorbonne va enseigner le basque, le catalan et le galicien

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi an Norzh : evit ar wech kentañ ez eus muioc’h a vugale e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky