E Bro-Euskadi, ur skol deiryezhek ha treuz-harzoù

Publicité

E Donostia, e Bro-Euskadi ar su, zo bet savet ur skol deir-yezhek e 2020 : Skol Larrun an hini eo. Teiryezhek eo, da lavaret eo euskareg, galleg, kastilhaneg. Hag ouzhpenn da vezañ teiryezhek eo treuz-harzoù ar skol-mañ rak arc’hantaet eo gant ar gumuniezh emren Bro-Euskadi, ar gumuniezh emren Navarra hag ar rannvro Akitania Nevez (ha n’eo ket emren). Ur gwir raktres kaset gant an eurorannvro Akitania-Nevez-Euskadi ha Navarra eo !

E klasoù ar skol-vamm e vez komzet ha desket euskareg ha galleg, war patrom ar skolioù divyezhek a zo e Breizh. Ha goude klas ar re vras e krogont gant ar spagnoleg. Savet eo bet ar skol-mañ war ludu al lise gall eus Donostia. E 1997 e voe serret anezhañ. Ha d’ar mare-se n’eo ket ar galleg a veze lakaet war-raok gant ar lise met ar saozneg ! Mare an holl-saozneg e oa. Ur « gêriadenn hollek » e oa sañset bezañ ar bed d’ar mare-se hag e Bro-C’hall e veze lakaet ar vugale da zeskiñ saoznet a-raok pep tra evit ma vefe graet o dreuz er bed mondializaet « digor ha diharz ».

A-benn ar fin e voe serret e 1997 rak ne oa ket skolidi a-walc’h. Ha bremañ n’eus den o soñjal atav eo ar bed ur « gêriadenn hollek », war-bouez ar boomers kozh ha kabac’h marteze…

E 2020 e voe savet ar skol kentañ-derez-mañ diwar ar lise gall. Met savet eo bet war ur patrom all : e lec’h deskiñ saozneg hag un tamm galleg e vo desket euskareg ha galleg (mui ar c’hastilhaneg da c’houde). Ha berzh a ra !

Arabat sellet ouzh « spered ar skol » avat rak, hervez ar pezh a zo skrivet amañ, eo anat en deus serret ar skipailh pedagogel kleñved ar wokism. Met dedennus eo seurt taol-arnod memestra. Dreist-holl e Breizh gant ar broioù keltiek a zo ken tost…

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

5 réponses à “E Bro-Euskadi, ur skol deiryezhek ha treuz-harzoù”

  1. Sal1n dit :

    Brav e vefe da gaout seurt traoù aozet gant Bro-Gembre da skouer !

  2. Herri ab Yann dit :

    Gant Bro-Gembre ? Kembraeg, saozneg, brezhoneg ha galleg ?
    Gyda Chymru? Cymraeg, Saesneg, Llydaweg a Ffrangeg?

  3. Hervé Bretuny dit :

    Du se e vez posubl lak un troad e bro frans hag an troad all e bro spagn. E breizh n’eo ket posubl. Ur vor braz ez eus etre breizh ha bro gembre

  4. RAYMOND NEVEU dit :

    Ar gwelloc’h skol n’eus nemet unan kof ar vamm pa ar babig a glev an dud o mont dont ha goude ne zisoñj morse.

  5. Sal1n dit :

    Brezhoneg ha kembraeg ha nompas divyezhek rik kement-se,
    Da lâret eo lakaat e pleustr kentelioù war ar c’hembraeg e plas saozneg en ur skol soubet e brezhoneg dija. Ne gomzan amañ ken nemet eus ur mennozh. Pas eus Diwan. Eus ur skol da « empentiñ »

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Rugby, Sport

Top 14 : Vannes mène 52 minutes à Mayol puis s’écroule face à Toulon (28-10)

NANTES

Fraude au CPF : un réseau opérant depuis Nantes soupçonné d’avoir détourné plus de 6 millions d’euros

International

Éoliennes Bretagne Sud : 11 associations dénoncent une enquête publique « à l’envers » le jour de sa clôture

International

Drumcree : 28 ans après, la police bloque de nouveau les orangistes de Portadown malgré une décision de justice

International, Justice, RENNES, Sociétal

Rennes : des voitures volées expédiées vers le Cameroun, trois hommes condamnés

Agriculture, Sociétal

Fruits et légumes : l’été caniculaire pèse sur les prix

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Sevel a-du gant Thélyson Orélien memestra…

Social

Absentéisme au travail : 4,68 % en 2025, un record — les arrêts longs et les troubles psychiques en première ligne

Sociétal, Société

« French arabic », le non-dit du tourisme sexuel et l’hypocrisie de la sociologie de salon [vidéo]

International, Patrimoine

« La Turquie » : un beau livre pour explorer l’Anatolie grecque, chrétienne et ottomane — et s’interroger sur son avenir

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, International, Patrimoine

An euskara lakaet ofisiel e Saint-Pée sur Nivelle met pas e Saint-Jean-de-Luz

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Werner Herzog ar filmaozour alaman a vount pour-glas gant ar sevenadur euskarad !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, International, Patrimoine

Bro-Euskadi : un hent all evit an euskareg ofisiel ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Itsasu (Euskal Herria) : 500 euskarad o deus manifestet evit enoriñ ur « gudari »

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Dol de Bretagne, E brezhoneg, Local, Patrimoine

Panelloù teiryezhek « Rannvro Breizh » war marzoù an Normandi

Découvrir l'article

International

Vitoria, Bilbao, Eibar : des supporteurs de l’Espagne attaqués par des indépendantistes basques

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bada : Ur gazetenn en-linenn evit ar re yaouank en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

E Navar, ar skol he zeir yezh

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Patrimoine

Bro-Euskadi : setu hentad ar 24vet Korrika !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.