Ar bloaz-mañ, e meur a zoare, e vez lidet 100vet deiz-ha-bloaz ganedigezh Gwalarn, ar gazetenn lennegel holl-vrezhoneg krouet e 1925 gant Roparz Hemon.
Soñjet en deus skipailh Al Liamm (susitour Gwalarn) e vefe mat, 100 vloaz war-lerc’h, rentañ enor d’he oberourien d’un doare bet pleustret kalz ganto : an danevelloù.
Setu perak ez eus bet embannet ul levr gouestlet da Walarn gant Al Liamm. « El levr-mañ, kinniget er stumm divyezhek, e kavo al lennerien un dibab istorioù bet embannet e Gwalarn etre 1927 ha 1944, peadra dezho d’ober anaoudegezh gant ul lennegezh digor d’ar pevar avel : mousfent, faltazi ha buhez an dud hep rikamanoù. »
Un tamm souezhus eo e vefe ul levr divyezhek pa soñjer pegen reut e oa Roparz Hemon ouzh implij ar galleg en Emsav. Met choaz Al Liamm eo ha mod-se emañ !
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine