Deuet eo er-maez niverenn 460 Al Liamm !

Publicité

Hag unan ouzhpenn evit hor brasañ plijadur : Niverenn 460 Al Liamm a zo deuet er-maez !

Setu an diveradenn embannet war lec’hienn ar gelaouenn :

Barzhoniezh ar gerioù a zigor an niverenn-mañ. Skuizhder ma c’horf a hirvoud Yulia Borisova, e-keit m’emañ Padrig Drean o tamal o Dallentez d’ar re ne ouiont ket gwelet braventez o bed.

Sell an dud hag o ijin a gont deomp Iwan Kerbeleg e 1923. Ur c’hleñved iskis a zo gant Noe avat. Psikoz Noe a vez kontet deomp gant Yann-Ber Kemener. Un droiad dibar e Gouel Broadel ar Brezhoneg a reer gant Karim Laanaya e Horos.

A-viskoazh eo bet pouezus ar c’hafe evit tud ar vro. Ar Bretonezed, ar Vretoned hag o banne rouzig a vez displeget deomp gant Erwan Hupel en Istor Sokial ar Brezhoneg.

Brav ha dañjerus eo Ar Bleiz, gant Hermann Hesse ha troet gant Herve Gouedard.

Fin Beaj Iwerzhon Vefa de Bellaing a vez heuliet en niverenn-mañ. Lodenn ziwezhañ sell ur Breizhadez war Iwerzhon er bloavezhioù 50.

Goude ar reuz bet klevet gant an diskouezadeg Celtique? hon eus kavet brav goulenn digant unan arbennik reiñ e soñj. An tremen eus ar c’heltieg kozh d’ar brezhoneg en Arvorig a vez displeget deomp gant Frañsez Favereau.

Evel kustum ec’h echu an niverenn gant an Heklev Sevenadurel. Burutellet e vez levrioù a bep seurt e A-dreuz lenn ha Petra nevez? hag un toullad Notennoù a lenner er fin.

Ha c’hwi ? Dre beseurt tu e komañsit da lenn Al Liamm ? Gant an « Notennoù » pe gant ar « barzhonegoù » ?

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Deuet eo er-maez niverenn 476 Al Liamm

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.