35 kalvar a zo e kumun Landemont, e Bro-Ankiniz, war ar marzoù etre Breizh hag Anjev (nepell eus Barbechat, La Rémaudière). Lod anezho a zo bet savet goude ar Brezel Bras gant familhoù hag a oa distroet o mibien eus ar brezel, reoù all e 1900 da vare misïon an tad Montfort. Ha lod all da vare ar Reveulzi, evel hini ar Groaz Judic. Hemañ a voe savet evit enoriñ an abad Judic drouglazhet e miz mae 1794 gant Ar Re C’hlas. Fall e oa e stad met renevezet eo bet n’eus ket pell zo gant amezeien.
Er Pouquelière ez eus ur c’halvar ivez. Hag unan bras. Peuzkozh e oa erruet anezhañ. Hag ar bloavezhioù tremenet e oa deuet da vezañ dañjerus, brall-divrall memes. Arruet e oa poent da reneveziñ anezhañ mod-all e kinnige kouezhañ en e boull.
Tud ar gumun, bet artizaned evit lod anezho, sikouret gant an ti-kêr o deus renevezet hemañ. E-pad mizioù o deus labouret, a-wechoù gant mekanikoù chanter, evit adlakaat anezhañ en e sav plom hag reiñ lufr dezhañ en-dro. Distrujet eo bet e sichenn ken kozh e oa ha graet unan nevez.
Ur mozaik nevez a zo bet lakaet war e du a-raok memes, graet gant un arzour eus ar vro.
E Bro-C’hall evel e Breizh en em soursi muioc’h-mui an dud ouzh o glad istorel ha relijiel.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Landemont (49) : ur c’halvar adsavet”
Possubl eo evit pep hini d’ober profoù. Siwazh disoñjet ‘m eus an adres!