D’ar sadorn 16 a viz eost zo bet tapet daou zen war bord an RD751 gant an archerien. An hent etre Pornizh ha Naoned eo an RD-mañ, ar pezh a dalv ez eus kalz a dud o tremen warnañ ha kalz a drafikoù ivez. Ha gouzout a ra an dra-se an archerien.
Daou zen a zo bet serret an deiz-mañ. An hini kentañ az eas kuit o welet an archerien. Ne felle ket dezhañ bezañ kontrolet rak dramm a oa gantañ evel just. Goude ur gwallzarvoud e vo serret gant superarcherien ar PSIG en un ti m’en doa klasket en em guzhat ennañ. 80gr a gokain hag arc’hant a zo bet kavet en e garr-tan. Dibaper e oa eñ rak un estrañjour e oa met ne vire ket outañ da livrañ drogach e Bro-Raez. Ur seurt « Ubershit » e oa.
Prezantet buan d’ar barner e Naoned e voe kondaonet da 18 mizvezh a doullbac’h gant goursez, un OQTF hag ur gastiz da baeañ. Da lavaret eo etre ket ha netra.
Evit an eil den serret : eñ a oa dindan dramm ha gantañ e oa 50 gr a gokain, 20gr a getamin, 30gr a MDMA, 150gr a gannab mui 200€.
C’hwezh mizvezh a doullbac’h mui 400€ a gastiz evit tout-se ! Dindan bloaz e vez « adkempennet » ar c’hastizoù, neuze, kredapl-bras ne vo ket toullbac’het ar paourkaezh « ael ».
Gant kement a voustrerezh eo sur o do aon an drafikourien dramm etre Pornizh ha Naoned !
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine